Tumgik
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Kick-ass part 1
Demat deoc'h holl.Ā Emaon o vont da gomz deoc'h eus ar film Kick-ass. Kick-ass a zo ur film bet savet gant Matthew Vaughn deuet er-maezh e 2010. E-barzh ar film-maƱ ez eus an arozh pennaƱ : Kick-ass, c'hoaroet gant Aaron Johnson-Taylor, Bigdaddy c'hoariet gant Nicolas Cage, Red Mist gant Christopher Mintz-Plasse ha HitGirl c'hoariet gant ChloĆ« Grace-Moretz. KontaƱ a ra istor Dave (Kick-ass) hag en deus c'hoant da vezaƱ un dreist-aroz met emaƱ o vont da welout n'eo ket ken aes hag e soƱje. Kavet 'm eus ar film dreist, kalz a aksion a zo, gwad ivez rak ret eo din lavarout n'eo ket ur film gant un tammig feulster. Ket, bez ez eus gwad ha kalzig a feulster. Met daoust d'ar feulster, e chom ar film dispar ha fentus memestra. Neuze m'ho peus c'hoant gwelout ur film gant feulster hag tout ar pezh meneget, sellit ouzh Kick-ass. Ober a rin ur pennad all ar wech a zeu diwar-benn an eil Kick-ass. Kenavo
An daƱvad-foll
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
2013 : Bloavezh al "Loosers"
Inside Llewyn Davis : Istor ur soner folk a glask gounit e bara gant e gitar. Mont a ra a zi da zi da glask lojeiz, c'hwitaat a ra degouezioĆ¹ a c'helfe savetein anezhaƱ. Pep hini eus e divizoĆ¹ a zo diefedus ha ne gasont da nentra. Egasus eo an dudenn : Implijout a ra e mignoned evel ma vefent objedoĆ¹ a servij dezhaƱ evit kaout ul lojeiz.
Filmet eo mat 'tre an dudennoĆ¹ egasus 'se, Ur c'haner Folk disfi, ur vignonez emgar, un den kozh tev, falakr ha drammet. Hag e kreiz an dra 'se ur c'hazh bihan o redek e straedoĆ¹ New York. Fent Du ar breudeur Cohen a vez gwelet mat ha n'eo ket evit displijout deomp !
Frances HaĀ : Frances a zo ur vaouez yaouank o chom e New York, gant he vignonez tostaƱ, Sophie. En em glevout a reont mat tre betek ma tilojfe sophie en ur randi all, tostoc'h deus he labour. en em gavout a ra e-unan Frances hag e rank kavout ul lojeis all... met n'eo ket ken aes en ober pa chomec'h e New York ha pa n'eo ket gwall uhel gopr un daƱsourez.
Benn ar fin ne c'hoarvez netra dreistordinal d'an harozez.... An harozes e-unan a zo ispisial ha dedennus. C'hoariet mat tre gant an aktourez eo, farsus ha dedenus eo atav an divizioĆ¹. Alies mat e vez an harozed o leƱvaƱ hag o chikanaƱ er filmoĆ¹, er film-maƱ eo berr tre an "emganioĆ¹" etre an dudennoĆ¹. Leun a souezadennoĆ¹ int hag e zeblantont bezaƱ gwirion, naturel ha souezus war ar memes-tro.
Ne zeus ket kalz a chaƱs gant an dudennoĆ¹ en daou film-maƱ, c'hwitaat a reont o raktresoĆ¹ darn vrasaƱ an amzer. Ur sell dic'hortoz o deus war ar vuhez evit 'se. Tu 'zo soƱjal eo menet ar skridaozourien gant ar c'hoant laoskel da gouezaƱ kostez sirius ar vuhez, ha n'ompas gortoz re a zraoĆ¹ diouti.
Ouzhpenn da 'se e vez merzet ne 'z eus ket senenn reizhel, na istor karantez ebet en daou film-maƱ ar pezh a zo ral tre er Cinema !
Pennad Skrivet gant Laouen
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Ulysse, un heuliadenn war ar rouedad
Plijout a ra deoc'h ar paotred blevek ? Peotramant an dud divarvel ? Sellit 'ta ouzh heuliadenn web Ulysse : istor ur paotr 24 bloaz en deus kollet e memor e kerzh ur gwallzarvoud, hag a zo o klask adkavout ur vuhez didrubuilh...pe doareoĆ¹ disheƱvel da vervel, dipant a ra eus ar mare.
O paouez kregiƱ da embann rannfilmoĆ¹ o heuliadenn emaint hag e vefe kredet bezaƱ o sellet ouzh un heuliadenn gant ur sammad mat a arc'hant, pa n'o deus un nebeut hepken. Farsus an istor, skrivet en doare brav hag aes da gompren ha da gregiƱ 'barzh, Ulysse a zo un heuliadenn web brav-spontus.Ā 
Tumblr media
M'o peus c'hoant kaout plijadur en ur sellet ouzh un heuliadenn hep bezaƱ re tapet gant an amzer eo evidoc'h an heuliadenn-se rak ne 'z eus nemet rannfilmoĆ¹ berr ha div wech ar miz, neuze arabat kaout aon ha krogit 'barzh ! Sikour o deus ezhomm evit gellout kenderc'hel hag e c'heller reiƱ ar sikour-se just en ur sellet ouzh o videoioĆ¹ ha m'o deus plijet deoc'h : LIKE !
Setu liamm o chadenn YT :Ā http://www.youtube.com/user/ulyssewebserie?feature=watch
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Shangri la
Notenn: 3,5/5
A-boan 18 vloazh e oa Jake bugg p'eo deuet er meaz e bladenn gentaƱ hag a 'n oa great berzh . An div ganouenn bennaƱ Ā "Lightning Bolt" ha "Two Fingers" a oa disheƱvel a-walac'h deus ar sonerezh a vez great gant paotred yaouank e oad an deiz ha hiziv. Un doare folk/rock en ur ouzhpennaƱ Country, ar pezh a ra tout an diforc'h.Setu ma teu er maez ur bloavezh hep ken goude e bladenn gentaƱ un eil hini, graet "Shangri La" anezhaƱ. (Anv ar studio e lerc'h ma 'z eo bet enrollet ar bladenn).
KregiƱ a ra ar bladenn gant knaouennoĆ¹ nerzus "There Is A Beast And We All Feed It", "Messed Up Kids", "Slumville Sunrise", kannaouennoĆ¹ plijus-tre gant pozhioĆ¹ brav ha speredek. An temmoĆ¹ pennaƱ ? Ā An disfi, ar yaouankiz, ar baourentez hag evel just ar garantez. KanaouennoĆ¹ zousoc'h a zo e eil lodenn ar bladenn, kanaouennoĆ¹ skaƱvorc'h n'int ket evit lod 'zo gwall dalvoudus, ar pezh a zo dipitus (ar memes kudenn a zo bet er bladenn gentaƱ). ReoĆ¹ 'zo a zo a-galite memes-tra evel "Storm Passes Away".
Alies eo bet keƱveriet Jake Bugg gant ar Beatles, gwir eo e c'heller santout o levezon war kanaouennoĆ¹ 'zo (evel gant darn vrasaƱ ar c'hanerien hiziv an deiz, alas...) Met disheƱvel eo sonerezh Jake Bugg hag e vez santet ur bersonelezh ispisial dezhaƱ daoust da 'se. Ma c'helfemp keƱveriaƱ gant ur c'haner all e vefe kentorc'h gant kanerien country/ Folk evel Woody Guthrie (E keƱver ar vouezhda skouer)
Memes ma ne vez ket mouzc'houarzhet kalz gant Jake bugg, eo bet savet klip "Slumvill Sunrise" en un doare farsusa -walarc'h ! EnnaƱ e vez gwelet an aktourezĀ Rosamund Hanson (This is england) : Sevenet eo bet ar c'hlip gant Shane Meadows (sevener ar film-maƱ)
Pennad skrivet gant Laouen
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Le livre perdu des sortilĆØges, pe al levr hag a dalvez -3/5. Ya. NEMET ( - ).
Un istor sorserien eo Le livre perdu des sortilĆØges, skrivet gant Deborah Harkness, met pell eo da vezaƱ keƱveriet da heuliad levrioĆ¹ Harry Potter. Ur goucā€™hemenn re vrav ha diverit e vefeĀ !
Setu diverraƱ ofisiel al levr, troet ganin diwar golo a-dreƱv ma skouerenn :Ā Ā« Hini diwezhaƱ ul lignez hir a sorserien eo Diana Bishop, met abaoe pell eo bet dibabet ganti dilezel herezh he familh a-benn splujaƱ en hec'h enklaskoĆ¹ skol-veur. Betek an deiz ma vo amprestet ganti un dornskrid hudstrilhouriezh [ alchimie ]Ā : an Ashmole 782. Ne oar ket dā€™ar mare-se emaƱ o paouez lakat war well ur sekred kozh ha spontus, hag an holl ā€“ drouksperedoĆ¹, sorserien ha sunerien-gwad ā€“ a zo o troukc'hoantaat anezhaƱ. En o zouez, Matthew Clairmont, ur suner-gwad ken spouronus ha m'eo divinadellus. Ā«Ā Ul lazherĀ Ā», ā€˜zo bet lavaret dezhi. En em adkavout a ra buan Diana e-kreiz ar reuz, etre un dornskrid milliget hag ur garantez dibosupl.Ā Ā»
Ha setu hervezon ar pezh ho po da cā€™houzaƱv ma lennocā€™h al levr-maƱ : un istor pounner, enoeus, dioberoĆ¹, ur seurt remix Twilight, gwellocā€™h ( nā€™eo ket diaes ), met ur gwir dorr-revr, memestra.
Dibosupl eo stagaƱ ā€˜barzh, abalamour dā€™un istor na grog james, dā€™un titouriƱ pounner ha kalz re hir diwar-benn munudoĆ¹ ( war-dro un ugent linenn bennak evit ar boued, ar memes tra evit ar gwin, hag tremen a ran war skouerioĆ¹ all ) hag un haroz pell da lakat kengarantez da sevel ennomp.
SkrivaƱ kalz evit lavar nebeud a dra. Met aze, 517 pajenn evit netra, kalzik eo memestra. Marteze e krog an istor en eil levrā€¦ Met nā€™on ket evit lenn anezhaƱ.
Ar gwashaƱ en istorĀ ? Ur film vo savet. Dā€™en em grougaƱ e vo, ma ne cheƱch ket ar sevenner an istor. Ha cheƱchamantoĆ¹ ā€˜zo dā€™oberĀ !
Oā€™Lantern
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
9 mois ferme
Notenn : 4/5
Setu deuet en dro Albert gant e ijin hag e fent ! Gant "Bernie", "le crĆ©ateur", "EnfermĆ© dehors" pe c'hoazh "Le villain", on oa c'hoarzet betek koll hor alann. Er sinema gall eo Albert unan deus ar re nemetaƱ o implijout ar fent kriz ha du 'se. Dont a ra neuze en dro hor film aozour karetaƱ gant "9 mois ferme". Barnerezh eo Ariane (Sandrine Kiberlain, mat-tre en he ferzh), c'hwec'h miz goude bezaƱ bet lidet ar bloavez nevez (kement ma n'he deus ket soƱj ebet ken deus an nozvezh) e zijolo eo dougerezh. Ne vo ket echu gant he zijoloadennoĆ¹ : anv tad ar babig a zo enrollet e urzhiaterezhioĆ¹ ar polis, gwasoc'h c'hoazh, ur muntrer eo, gwasoc'h gwasoc'h c'hoazh : Didroc'het en eus ar c'houzaƱver e tammoĆ¹ ha drebet e zaoulagad !
Albert a zo en e bleud e-perzh "bob" an dreber daoulagad. Ar memes doare tudenn eo ur wech ouzhpenn : Souezus, bugel ha sot alies mat. Mont a ra mat-tre dezhaƱ an dudenn-maƱ. Memes ma zeblant bezaƱ tost tudenn Bob deus tudennoĆ¹ e filmoĆ¹ kentaƱ eo dirc'hortoz bepred., ha padal ken tost deus ar wirionezh. Gwellet e vez mat eo awenet Albert gant e buhez : Bob a zo bet skarzhet eus ar skol vamm, dres evel Albert Dupontel pa oa 4 bloaz (evit Gwir).
Memes ma ne blijo ket ar film-maƱ d'an holl (Re bounner awechoĆ¹ ?Re gortozet?) eo ret forz penaos kaout doujaƱs d'un den a zo bet skarzet deus ar skol vamm !
1 note Ā· View note
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Matangi
Notenn 4,5/5
Mathangi a zo anv un doueez hindou, hag anv gwir M.I.A. Kroget he deus he buhez e Sri lanka. Ur brezel diabarzh, disparc'hourien Tamoul (evel he zad), bombezennoĆ¹, taolioĆ¹ mitrailhezenn o treuziƱ ur prenestr er skol, dilojaƱ e bro india, dont en dro : setu bugaleaj M.I.A. Erruet e Londres pa oa 11 bloaz, ne gomze ket ger saozneg ebet. An dra se a ranker gouzout a-benn komprenn mat he oberenn.
Goude Arular, Kala, M.A.Y.A e teu er meaz Matangi. Kenderc'hel a ra da adnevesaat he sonerez hep disoƱjal he style dezhi. Anavezet e vez mat he zoare d'ober goap diwarbenn an holl. Seblantout a ra lod eus he c'hanaouennoĆ¹ treiƱ war zu an dance didalvoudus ha dister. Met n'eo ket e giz 'se ar ganerez, buhan e cheƱch al lusk. Meur a wech e cheƱch stumm ar ganaouenn. Gellout a ra kregiƱ doare raggae, dont da Electro-Dance, hep disoƱjal livioĆ¹ hengounel doare Indian.
N'e c'heller ket lavaret eo eas da gompren ar c'homzoĆ¹ :
"Played in the park Packed with piranhas I jump in puddle Singing NIRVANA" - Double Bubble Trouble
Impljout a ra skeudennoĆ¹, liammoĆ¹ iskis etre temoĆ¹ piz a ranker anavezout. LiammoĆ¹ gant sujedoĆ¹ Sokial ha politikel alies mat. Ur meskaj etre daou ved eo pep kanaouenn. He bro, he sevenadur hag e istor feulz ha kallet (Sri lanka) hag ur bed all ( an hini emaomp o vevaƱ ennaƱ : Pinvidigezh, kizh, internet... Lakaat a ra an daou bed 'se da skeiƱ an eil ouzh egile. Meskaj Dreist. Trement a ra deus istorioĆ¹ karantez boutin ha dister da istorioĆ¹ arc'hant ha brezel, pe istorioĆ¹ repuidi politikel. Er ganaouenn ATENTion e c'hoari gant ar ger "Tent" e-pad ar ganaouenn a-bez (liammet gant buhez ar repuidi)
Ur rebech : KanaouennoĆ¹ evel Exodus (adkemeret div wech er memes pladenn) a vefe bet talvoudusoc'h gant muioc'h a lusk hag a souezadennoĆ¹, evit ma klotfe muioc'h gant ar c'homzoĆ¹.
Kenderc'hel a ra M.I.A da soueziƱ arc'hanomp ha d'ober goap diouz ar sonerezh "a-galite" boutin. Ober a ra he sonerez ar bobl, gounit a ra arc'hant gantaƱ hag he ro daoust da se ur stĆŖr talvoudus ha leun a ijin da bep hini deus he c'hanaouennoĆ¹ !
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Smooth McGroove
Anavezout a reoc'h reolennoĆ¹ ar c'hanaƱ en doare Ā«Ā acapellaĀ Ā»Ā ? Hag anavezout a reoc'h ar c'hoarioĆ¹ video kentaƱ, ar re er mod 8bit gant ur sonerezh n'eus ket tu disoƱjal met a blije kalz deomp pa c'hoariempĀ ?
SoƱjit 'ta, m'o peus c'hoant selaou anezho adarre o po tro d'enober a-drugarez da Smooth McGroove, kaner Ā«Ā acapellaĀ Ā» sonerezhioĆ¹ pennaƱ ar c'hoarioĆ¹ video anavezetaƱ. GantaƱ e vez enrollet meur a son disheƱvel ha da c'houde lakaet anezho asambles dre e urzhiataerezh evit sevel sonerezh a-bezh ar c'hoari. E videoioĆ¹ a zo savet gant meur a garrezig e-lec'h m'en em diskouez o kanaƱ hag unan brasoc'h e-lec'h ma weller ar c'hoari e-unan (gant Smooth o c'hoari). Alies-mat e tap ar c'haner ampart-maƱ e c'hazh gantaƱ hag e lak anzhaƱ da zaƱsal dirak ar c'hamera pa n'en deus son ebet d'ober (Charl eo anv ar c'hazh).
Kroget en deus Smooth d'ober seurt sonerezh e Kerzu 2012 hag eo deuet da vezaƱ e micher. Muioc'h eget 600 000 den koumanantet d'e chadenn en deus hag en deus gounezet un nebeut prizioĆ¹ er StadoĆ¹-Unanet evit e arz.
Ma blij deoc'h ar c'hoarioĆ¹ video kentaƱ hag an doare kanaƱ acapella kit diouzhtu war chadenn YouTube Smooth McGroove ! :Ā http://www.youtube.com/user/SmoothMcGroove/featured
Bet skrivet gant Ar C'hazh Mallow
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
That 70's show
Notenn : 5/5
That 70's show a zo un heuliad bet kroget e 1998 hag echuet e 2006. Padout a ra peb abadenn 22 vinutenn. En heuliad maƱ e vez gwellet buhez ur strollad krenarded e fin ar bloavezhioĆ¹ 70. Eric ur paotr diasur ha lentig, Donna mignonez Eric, femisistez anezhi, Kelso, ganet e fin ar sizhun (c'hoariet gant Ashton Kutsher), Hyde, ur paotr goapaus, a-enep d'ar gevredigezh, Jackie, ur plarc'h vrav, pinvidig hag egasus-tre (c'hoariet gant Mila Kunis e deroĆ¹ he vicher aktourez).
Tumblr media
Ne c'heller ket lavaret e c'hoarvez traoĆ¹ dreist ordinal d'ar c'henarded-maƱ, met an doare ma vez diskouezet an darvoudoĆ¹ a zo farsus-tre, gant ur sell kritik alies mat diwar benn kudennoĆ¹ sokial ar bloavezhioĆ¹ 70 (Meneget e vez alies mat brezel korea, pe an dizingaldegoĆ¹ sokial etre paotred ha merc'hed pe c'hoazh an embroiƱ). An dra-se sillet en un doare sutil, primha berr kuit da vezaƱ pouner.
Ur bern ijin a zo gant an doare da filmaƱ : Gwellet e vez soƱjoĆ¹ an dud, pe an doare da wellet ar bed goude bezaƱ bet eat butun drol ganto, ha traoĆ¹ all, a laoskan arc'hanoc'h da wellet drezoc'h oc'h unan !
Plijout a ra deoc'h an traoĆ¹ Kitsch leun a eil derez ? Dreist ! Great eo an heuliad-maƱ evidoc'h !
Skrivet gant Laouen
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Deviant ART
DA a zo ul lec'hienn (anvet ivez "plateforme" e geriaoueg ar rouedad) e-lec'h ma c'hell tud o deus c'hoant bezaƱ anavezet e endro an tresaƱ pe ar poltrediƱ kas o krouadurioĆ¹. Tu 'zo lavaret eo ec'hon, frank-kenaƱ al lec'hienn hag aes da implijout : div varenn evit ober enklaskoĆ¹, e traoƱ ar bajenn e vez kinniget an oberennoĆ¹ nevesaƱ ha war peurest ar bajenn emaƱ a-bep-seurt reoĆ¹ all bet posted ha kinngiet en un doare degouezhus da vat.
Tumblr media
Pep arzour en deus e bajenn dezhaƱ, hag ez eus tu d'ar re a zo en em enskrivet koazeal hag eskemm asambles ; pe c'hoazh reiƱ o ali war oberenn-maƱ oberenn bet postet. n'eus ket ken pell 'zo eo bet ouzhpennet un dibab evit gellet pellgargaƱ an oberennoĆ¹ a blij deomp. peotramant ez eus tu ivez derc'hel an oberenn en ul lakaat ar skeudenn el lodenn "muiaƱ-karet".
Tumblr media
Siwazh eo ret lavaret ez eus danvez-arzourien n'int ket ken barrek eget lod all, pe tud all a implij DA e-giz ma vefe ul lec'hienn evit lakaat an dud da welet ar pezh o deus graet e-pad o vakaƱsoĆ¹...
http://www.deviantart.com/
Skrivet gant Ar C'hazh Mallow
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Text
Wasabi, ur c'holl amzer ken spontus ha titl ar film
Ur film azeulet, pe dost ? Ur film milvrudet ? Ya, gouzout a ran, met n'eo ket en abeg da se e kavin ar film-maƱ plijus, pe e lavarin eo ur bennoberenn... Er c'hontrol...
Pa 'zo ur mank a vuhez gant Jean Reno, penaos enebiƱ ouzh an enoe ? Kavout a ra an aktour hir e amzer, sur a-walc'h. 'Mod all ne vefe ket o lenn e destenn en ur mod dilusk hag o tisoƱjal evit petra eo bet paeet : c'hoari e roll.
Ar film-maƱ n'eo nemet un digarez evit meur a dra : 1) strollaƱ tri aktour brudet 2) c'hoari e Bro-Japan 3) implijout ur fent aliesoc'h droch eget farsus ( ken gortozet ma seblant a-wechoĆ¹ e vez lavaret d'an arvesterien :Ā Ā«Ā Diwallit, 'benn nebeut emaoc'h o vont da c'hoarzhin !Ā Ā» ).
Gant an titl e vez gwelet c'hoant Krawczyk ober war an dibar, met 'benn ar fin eo un abeg all evit sevel un arvest farsus meurbet, saƱset, ( c'hoarzhin a ran c'hoazh... ) ha na vo ket donaet goude.
Ur film brudet ? Gwir eo ? Neuze e roan ma ali : ken null eo ma ne gomprenan ket perak eo ken dedennet tud 'zo gantaƱ. M'ho peus c'hoant sellet ouzh ur film dreist ha tremen ur mare plijus, n'eo ket ret deoc'h dispign ac'hant, amprestiƱ pe pellgargaƱ ar pezh mell farsadenn-maƱ.
Skrivet gant : O'Lantern
0 notes
arrouemezv Ā· 10 years
Video
youtube
The Shaggs
Notenn : 5/5
Pa oa bugel an Ao. Wigging e voe lennet gant e vamm en e zorn en efe eƱ ur wreg meleganez hag a varvfe araok ganedigez daou vab hag e gemerfe perzh e verc'hed en ur strollad sonerezh brudet. Goude ma vefe bet sevenet an daou ziougan kentaƱ e vroudas an tad e verc'hed da gas da benn en trede ziougan. Setu ma voe krouet ar strollad sonerezh "The shaggs" (Anv un doare da fichaƱ blev ar chas diouzh ar c'hiz tre er bloavezhioĆ¹ 60) e 1968. Ur bladenn a zo bet enrollet ganto "The philosophy of the world". Ur benn oberenn a ne gavas ket daoust da 'se e begement a gouc'hemenoĆ¹, rak re abred int erruet sur a-walac'h.
Levezonet 'n eus ar strollad-maƱ sonerien brudet evel Frank Zappa, pe Curt Cobain. Adkemeret eo bet ivez kanaouennoĆ¹ dreist "The Philosophy Of The World" er bladenn "Better Than The Beatles : A Tribute To The Shaggs".
E 2006 e varvas ar sonerez taoserezh.
Skrivet gant Laouen
1 note Ā· View note
arrouemezv Ā· 11 years
Text
Spike Island
Notenn :Ā 5/5
Tumblr media
Manchester, 1990, pemp krenard sot gant strollad karetaƱ breizh veur ar mare: The Stone Roses. Seblantout a ra bezaƱ simpl steƱv ar film, sevenet gant Mat Whitecross. Daoust da 'se n'eo ket ar film-se istor pemp krenard o riboulad a-hed an amser, ho heuliaƱ ar gĆŖr stur sot ken implijet an deiz a hiziv er filmoĆ¹ : "Y.O.L.O" (You Only Live Once evit ar re warlerc'hiet ha ne anavezont ket ;-) ). Tamm ebet ! TudennoĆ¹ Spike Island a zo skoet gant krizder ar vuhez (filmet mat-tre gant ar film aozour). N'eo ket gwall vrav ar vuhez evito (kudennoĆ¹ familh,...) met ur pal o deus : Mont da sonadeg ar Stone Roses e Spike Island. DarvoudoĆ¹ trist, ha farsus a zigouezo dezho, an holl anezho filmet brav-tre, skeudennoĆ¹ a-feson a vil vern. Ouzhpenn da 'se eo lusket an istor gant sonerez a-galite ar strollad a vez komzet outo e-kerzh ar film : The Stone Roses. Ne c'hellfe ket klotaat gwelloc'h ar sonerezh gant darvoudoĆ¹ ar film. Penaos treiƱ ur son d'ur skeudenn ? MatĀ Whitecross, ar film aozour, a responto deoc'h. Deuet eo a-benn da reiƱ ene pep kanaouen da santimantoĆ¹ (laouen pe drist) an tudennoĆ¹. Ul liamm ken anat etre ar sonerezh hag ar skeudenn.
Ouzhpenn da 'se eo dreist an aktourien yaouank hag e za mat-tre dezho alĀ look total adidas, ken "in" er mare-maƱ !
Ma vezoc'h tik gant ar Stone Roses eo red deoc'h sellet ouzh ar film-maƱ. Ur benn oberenn !
Tumblr media
Skrivet gant Laouen.
0 notes
arrouemezv Ā· 11 years
Text
SPELLBLAST
Ur strollad power metal Italian levezonet un tammig gant ar folk metal eo Spellblast, bet krouet en 1999. EnnaƱ ez eus Daniele Scavoni o kanaƱ, Luca Arzuffi o seniƱ ar gitar, Xavier Rota o seniƱ ar gitar-boud ha Michele Olmi o seniƱ an tempourezhioĆ¹. O bladenn gentaƱ ( Horns of Silence ) a zo bet embannet e 2006, da lavaret eo 7 bloaz goude krouidigezh ar strolladĀ ; a-raok n'o doa nemet sonet e sonadegoĆ¹. An hini he deus lakaet anezho da vezaƱ anavezet ha da embann o bladenn a zo ar BloodStock06 English Festival. O eil pladenn, Battlecry a zo bet embannet e Ebrel 2010, lusketoc'h hervez ar burutellerien, met a blij kement d'an dud eget ar c'hentaƱ hini, da lavaret eo kalz.
An daou dra o deus sikouret ar strollad da vezaƱ merzhet a zo o sonerezh hag ar fed o defe bet sikour digant kanerien strolladoĆ¹ brudetoc'h all. O sonerezh peogwir n'eo ket tamm ebet e-giz ar pezh a vez sonet gant ar strolladoĆ¹ allĀ : pa sonont, e santer mat-kenaƱ ar santadurioĆ¹ a vez klasket treuzkas, hag biken n'eo trist pe fuloret o sonerezh, na kounaretĀ ! Bewech eo ur sonerezh laouen-tre ha gant energiezh forzh pegement, ar pezh en deus hoalet ar selaouerien holl anezho. O son a zo gantaƱ ur personelezh ispisial dezhaƱ a-drugarez da meskaj ar folk hag ar power metal, met ivez sonioĆ¹ a zo tost a-walc'h eus an epic music (gwelet va bennad kentaƱ) anvet Heavy-epic metal en aergelc'h-maƱ.
Savet eo bet gant Spellblast ur video sonerezh hepkenĀ : Ragnarok, Dream of the End. EmaƱ er mare-maƱ ar strollad oc'h aozaƱ o trede pladenn ha saƱset ne tlefe ket tardaƱ da zont-maez.
Neuze ma 'z oc'h plijet gant o sonerezh pe m'ho peus c'hoant dizoloeiƱ ur stil sonerezh pe ur strollad nevez,arabat kaout aon da vont da selaou anezho war YouTube pe war o lec'hienn :Ā http://www.spellblast.com/site/
Skrivet gant Ar C'hazh Mallow
0 notes
arrouemezv Ā· 11 years
Text
"The sea" - Corine Bailey Rae
Notenn :Ā 5/5
Eil pladenn studio Corinne Bailey Rae eo ā€œThe seaā€, deuet er maez e 2010. Tapet he devoa brud ar ganerez gant ā€œLike a star" ha "Put your records on" e 2006. KanaouennoĆ¹ plijus (met a chome simpl padal) hag o devoa graet berzh e Europa hag er stadoĆ¹ unanet. Met setu ma varvas he gwaz, ur cā€™hoarier saxofon skosad, e 2008 abalamour dā€™ar struj ha dā€™an alkol. An dra ā€˜se a lakaas un trocā€™h en he vicher kanerez. chom a reas 2 vloavezh hep kannaƱ. E 2010 padal e krogas en dro gant e labour. Ur styl nevez ganti, merket sur a-walacā€™h gant marv e gwaz. Ur meskad santimantoĆ¹Ā : melkoni, tristidigezh, disfi met levenez ivez. Dont a ra a-benn da sillaƱ ennomp e santimantoĆŗ donnaƱ. Etre Jazz, Soul ha rock e chom, ar pezh a ra ur meskaj eus ar re wellaƱ. Ar pozhioĆ¹, leun a varzhoniez ha kevrinus, a glot mat-tre gant ton pep kanaouen. Ar bladenn a-bez a zo lusket gant ar memes atmosferenn hep ma vefe heƱvel pep kanaouenn. "Are You Here" kannaouenn kentaƱ ar bladenn (ha martreze an hini vravaƱ) a spluj arcā€™hanomp diouzhtu e santimantoĆ¹ don ha dizisplegap. ReoĆ¹ all evel "The Blackest Lily" a ro energiez ha levenez deomp.
ā™ŖĀ "I Would Like To Call It Beauty"
Tu ā€˜zo gwellet ar bladenn maƱ evel ur gwir oberenn, da selaou ma blij deocā€™h ar varzoniezhĀ !
Tumblr media
Skrivet gant Laouen.
0 notes
arrouemezv Ā· 11 years
Text
KronikoĆ¹ Yenerezh-Uhel*
Thirrin, PriƱsez ar SkornegoĆ¹ eo romant kentaƱ un heuliad levrioĆ¹ bet skrivet gant Stuart Hill. Evit ar poent eo bet embannet an daou levr kentaƱ en heuliadenn hag emaƱ an trede hini o vezaƱ skrivet. Thirrin a zo al levr kentaƱ bet skrivet gant ar skrivagner ha n'eo ket gwall anavezet met plijet en deus kalz da lodenn-vrasaƱ al lennerien, kement en deus divizet Stuart Hill tardaƱ gant e labour evit bevaƱ gant ar skrivaƱ.
Al levr kentaƱ a c'hoarvez en ur bed faltaziek bet ijinet gant S.H. hag a denn kalz d'an henamzer da vare an impalaeriezh Roman pa oa en he mare galloudusaƱ. Thirrin a zo merc'h nemeti roue Carmin hag hĆŖrez ar rouantelezh Yenerezh-Uhel e Norzh ar c'hevandir, e-tal bevenn impalaeriezh Polypont. Koulskoude memes ma 'z eus kalz a c'halloud gant impalaeriezh Polypont, e tiviz ar jeneral Scipio Bellorum aloubiƱ ar rouantelezh Nordek vihan hag e varvo tad Thirrin en emgannoĆ¹ evit difenn Yenerezh-Uhel hag he familhoĆ¹. Neuze e vo ret d'ar plac'h yaouank difenn ar rouantelezh a-bezh a-enep an impalaeriezh. Evit en ober e c'houlenno sikour gant an holl bobloĆ¹ a vev muioc'h c'hoazh en Norzh egetiĀ : pobl gouez an dud-vleiz, hini kriz ar sunerien-gwad hag hini dianavezet louparded an erc'h. Sikour ar galloudoĆ¹ burzhudus he do ivez a-drugarez da Oskan Mab-sorserez, ur sorser yaouank o vevaƱ e koadoĆ¹ ar rouantelezh.
Ur romant plijus, leun a nerzh ha skrivet mat eo KronikoĆ¹ Yenerezh-Uhel, gant ul live yezh dereat ha fraezh. Ar faltazi a zo unan eus temoĆ¹ pennaƱ al levr metĀ pa lenner anezhaƱĀ e santer ivez pouez an Istor hag ar sevenadurioĆ¹ nordek ha kelt, met ivez reoĆ¹ roman. Ul levr evit ar grennarded yaouank eo dreist-holl met pa lenner KronikoĆ¹ Yenerezh-Uhel aketus e kaver ivez kudennadurioĆ¹ sokiologel, etikel ha prederouriezh ivez.
*Haute-Froidurie e galleg
Skrivet gant Ar C'hazh Mallow
0 notes
arrouemezv Ā· 11 years
Text
PV Nova pe Penaos cheƱch sell an dud diwar-benn ar sonerezh
LunedoĆ¹-heol liesliv war ar fri, ur vouezh sklaer ha mailhoniezh direndael, setu gant petra eo graet PV Nova. Kaner, sonaozour ha soner Pop ha Rock. Gouest eo da c'hoari gitar ha gitar-boud, ukulĆ©lĆ© ha touchennaoueg ( piano ha synthĆ©tiseur ), taboulinoĆ¹ ha trompilh... Berr-ha-berr, posupl 'vefe lavarout eo, eƱ e-unaƱ, ur strollad sonerezh en e bezh. Ezel eo, memestra, eus ur strollad, The Mammy Novas, met ne skrivimp nemetken diwar-benn daou dra : ar pezh a vez graet gantaƱ en un doare solo, hag e remix diwezhaƱ, priziet gant ur bern tud.
War e chadenn YouTube (http://www.youtube.com/user/pvnova) e ra PV Nova, Paul-Victor Vettes deus e wir anv, studioĆ¹ diwar-benn rummadoĆ¹ sonerezh liesseurt : an "Hip-Hop atomikel", an RnB gall, ar Rock hag an "Dark Heavy Trash Grind Core", pe c'hoazh sonerezh ar c'hoarioĆ¹-video ! Ur mod da ginnig e savboent en un doare fentus ha sirius war ar memes tro.
Sevel a ra kanouennoĆ¹, evel GO ha My Pride, met adkemeret eo bet ivez gantaƱ krouidigezhioĆ¹ arzourien all, evel Umbrella, eus Rihanna, We Are The People, ezel eus ar strollad sonerezh Empire of the Sun pe The Look, tennet eus pladenn The English Riviera, savet gant Metronomy. Hag, un nebeud mizioĆ¹ 'zo, sonerezh milvrudet Daft Punk : Get Lucky.
AdkanaƱ anezhin ? Graet eo bet gant tud all dija ! E plas en deus adsavet urzh kronologel istor ar sonerezh en ur remix. An disoc'h ? Dis-par ! Ken brudet eo deuet da vezaƱ evel m'en deus skrivet LeFiagro.fr en ur pennad diwar e pennĀ ! (http://www.lefigaro.fr/musique/2013/06/20/03006-20130620ARTFIG00454-daft-punk-voyage-dans-le-temps-avec-pv-nova.php)
A-benn kenveriaƱ an div, setu liamm sonerezh Daft Punk (http://www.youtube.com/watch?v=5NV6Rdv1a3I) hag hini PV Nova (http://www.youtube.com/watch?v=t4z66VzcvO0), ur c'haner a-vremaƱ.
O' Lantern.
0 notes